Kanaouennoù nevez a vro Dreger

5,00 € 5.0 EUR

5,00 €

Ajouter au panier


Les prix affichés sont TTC.

Ce livre est un recueil de chansons du Trégor, écrites par de nombreux auteurs cités plus haut et adaptés par entre autres Fañch Danno. Les partitions sont incluses, ainsi qu'un petit dictionnaire bilingue à la fin afin de comprendre les mots difficiles. Les "troioù-lavar" (expressions) sont traduites en breton standard afin de faciliter la compréhension des non trégorois.

Il fut édité en 1974 par les Editions Breiz -collection Breizh hor bro- à Saint-Brieuc.

Extrait

Karantez Vro

E korn va c'halon 'z eus ur gleizenn
'Boe va yaouankiz e dougan,
Rag, siwaz, an hini a garen
Ne gare ket pez a garan.

Eñ ne gare nemet ar c'herioù
Ar morioù don, ar broioù pell ;
Ha me ne garan med ar maezioù,
Maezioù ken kaer va Breiz-Izel.

Red oa dibab 'tre diou garantez,
Karantez-bro, karantez-den.
D'am bro am eus gouestlet va buhez
Ha lezet da vond 'n hini garen.

Biskoaz abaoe n'am eus e welet,
Biskoaz klevet keloù outan.
Ur gleizenn em c'halon zo chomet
Pa ne gare ket pez a garan.

Pep hini renk heuilh e donkadur.
Honnez eo lezel ar bed-mañ.
Gwasket oe va c'halon, a dra sur,
Pa ne gare ket pez a garan.

Dezan, pinvidigezh, enorioù,
Din-me, paourentez ha dispriz.
Med ne drofen ket 'vid teñzorioù
Va bro, va yez ha va frankiz !

Anjela Duval