Kontadennoù ar big a gont d'ar vran
Les prix affichés sont TTC.
Kontadennoù ar big a gont d'ar vran
Livre de 16 contes en breton, 148 pages, illustré, couleur
Des histoires originales de Robert Raulo, illustrées par Christelle Le Guen
C’hwi a ouie ez eo roueed Bro-Spagn deskennidi d’ur glaouer-koad deus Koad Kenekan ? Ha tamm lorc’h ebet enno zoken, pegen souezhus. Perak ‘ta ? Ha selaouit ‘ta, gwechall, ‘tal kichen, e oa ur c’hozhiad hag a ouie komz ouzh skouarn ar gedon (eur wech c’hoazh siwazh, e rankomp anzav eo bet tapet ar mennozh diganeomp gant an Amerikaned. Du-se avat ez eo ouzh skouarn ar c’hezeg e oar an aotrou komz…)
Krediñ a rafec’h e oa bet ur paotr yaouank deus bro Gastellin o c’houlenn digant ar roue, evit priz un eog tapet er stêr Aon, kant taol-bazh da zigoll ? Ha c’hoazh, pegen laouen an tamm anezhañ p’en doa asantet ar roue !
Gwelet a rit, ur mod a vefe evidoc’h da ziskuliañ an holl draoù bamus-se… Lenn al levr-mañ, da skouer ?